
E penn kentań an trede milved e sav un tamm stad ennon o vezań unan eus ar re o deus desket brezhoneg war varlenn o mamm. Abalamour da se, ha dre ma z on eskob unan eus eskoptioł Breizh, e kav din ez eo mat ha poent mont e kendiviz gant ar wazed hag ar maouezed zo tomm o chalon ouzh sevenadur Breizh hiriv an deiz, ur sevenadur a ranker derchel dezhań e blas,ur plas a-zoare er vuhez a-vremań hag a zo och en em zigeriń muioch-mui dar bed a-bezh.
Heuliań a ran, en ur ober se, skwer istorek heverk ar Pab Yann-Baol II, en doa roet o flas da sevenadur ha da beurheńvelder Breizh, pa zeuas da Santez-Anna-Gwened e 1996. Da geńver an darvoud-se em eus merzet, a gav din, ar sin e oa un dra bennak o cheńch en darempredoł etre an Iliz ha dihun ar Vretoned.
A-eeun en em lakan ivez gant ar gouelioł bras zo bet lidet, nevez zo, e Landreger, da geńver seizh-kantvet deiz-ha-bloaz marv Sant Erwan, beleg hag eil-patrom Breizh.
I - Hor gwriziołUn hent hir gant an AvielNeus ket keit-se choazh e oa e Breizh liammoł start etre ar feiz kristen hag ar sevenadur, ar ger-mań o talvezout amań un doare dibar da vezań, soubet en ur gevridigezh diouti he-unan. Bez hon oa hon doareoł deomp-ni, neo ket hepken den em vagań,den em wiskań,den em vodań, met ivez da gomz, da zańsal, da bediń Doue, da enoriń hon tud tremenet. Distabilaet eo bet ar vuhez kempouez-se e-pad ur pennad amzer. Koulskoude e weler o tiwan ul lańs nevez.
Degasomp sońj, da gentań, eus hon istor. Embannet eo bet an Aviel e Naoned hag e Roazon adalek an trede kantved gant Galianromaned. Ha goude-se, adalek ar pempvet kantvet, er peurrest eus an Arvorig, gant Bretoned deuet eus an tu all da Vor-Breizh, heńchet gant o renerien relijiel ha politikel. Ar re-mań a grouas ur rouedad parrezioł dre ar vro a-bezh. Lod eus ar venech-se a zeuas da vezań eskibien, ar re a vo anvet diwezhatoch diazezourien santel ar feiz kristen e Breizh.Gant ar Seizh Sant brudet-se e cheller menegiń Sant Melan evit Roazon ha Sant Felis evit Naoned, an eskibien chalianroman o deus diazezet an daou eskopti-se.
Ouzhpenn hon diazezourien santel hon eus-ni un niver bras a sent lechel, ez eus bet savet en enor dezho chapelioł diniver a gaera hor bro (ur mil bennak er Mor-bihan,hep kontań an tri-chant iliz parrez).Un devezh pardon en unan eus hor chapelioł zo un devezh a levenez hag ur chańs speredel ha denel.Ar sant a enorer a vez alies unan lechel, dianav-tre. Met eńv eo an hini en deus hadet an Aviel er chorn-bro-se. Dle omp dezhań eus ar feiz a vevomp anezhi.
E Breizh abaoe ma z eus anezhi he deus ar feiz laket da sevel e penn pellań kornōg Europa ur glad relijiel dibar a ilizoł, chapelioł, feunteunioł ha kalvarioł, en deus kemmet a-hed ar chantvedoł, en ur zegemerout aes levezonioł deuet eus ar bed a-bezh.
E brezhoneg eo e veze lavaret ar feiz-se e-lech ma veze komzet hor yezh, betek kreiz an XXvet kantved.
En amzer nevez-tremenet A-zivout ar yezh end-eeun, an Aotrou n Eskob Graveran, eskob Kemper ha Leon dar mare-se, aet da Roma da welout ar Pab Pi IX, ad limina apostolorum, e 1847, a glevas hemań o lavarout dezhań : « Dalchit, dalchit, evel da vammennoł ho taoulagad, dar yezh kozh-se a ziwall ho feiz ».E-pad un ugent vloaz bennak, etre1865 ha 1884, ez eus bet embannet ur gelaouenn sizhuniek e brezhoneg penn-da-benn dezhi an titl arouezius « Feiz ha Breiz ». Studiet e veze enni kement kudenn a chelle dedennań tud a-ziwar ar maez tomm o chalon ouzh o douar, o feiz katolik, o yezh, o Iliz.
E Breizh-Izel e veze lavaret aes a-walch : « Ar brezoneg hag ar feiz zo breur ha choar e Breiz ».
Dont a reas ar gelaouenn er maez en-dro etre 1899 ha 1943. Renet e voe e-pad pell gant an aotrou beleg Yann-Vari Perrot ha prederiań a rae muioch war an dańjerioł a lake dija en arvar yezh, feiz ha peurheńvelder ar Vretoned. Heńvel e oa e eskoptioł Sant-Brieg ha Gwened, gant kelaouennoł all, evel « Dihuna », krouet gant Loeiz Herrieu evit brezhonegerien Bro-Wened.
Chomet eo tomm eskibien Kemper, Sant-Brieg ha Gwened ouzh ar brezhoneg betek ar bloavezhioł goude an eil brezel bed. Etre an daou vrezel, nemet er chźrioł bras, e veze graet ar chatekiz hag ar prezegennoł e brezhoneg. Un doareenn sakr zo stag ouzh ar brezhoneg hag a zo un elfenn naturel eus ene ar Vretoned, a sońje barzh meur Enez Groe Yann-Ber Kalloch.
Ar brezhoneg zo bet implijet dreist-holl gant ar veleien evit sevel levrioł relijiel ur chalz anezho.Ur skipailh en em dolpas, en hon eskopti, dindan renerezh Jerom Buleon da gentań, hini Augustin Guillevic goude-se. Implijout a raent ar gwenedeg, met labourat a raent ivez evit tostaat ar rannyezhoł etrezo ha mont war-du ur yezh unvan. An aotrou beleg Pier Ar Gov a grouas ar benvegoł (yezhadur, geriaouegoł, poelladennoł) evit studial ar yezh barzh ar chloerdioł. Re all a gasas da benn un dastumadenn nevez eus kanennoł brezhoneg an eskopti, zo bet embannet meur a wech. Teatr brezhoneg Santez Anna a reas berzh gant Job Er Bayon,dreist-holl a-raok ar chentań brezel bed. E 1927 e teuas er maez ar misal latin-brezhoneg « Livr pedenneu, Overen ha Gospereu ». Kalz eus ar veleien hag a oa donezonet-kaer, a savas kanennoł, sonennoł, kontadennoł. Lod all a droas oberennoł eus broioł all. Ar gelaouenn « Dihunamb » a roe harp dezho hag a embanne an oberennoł.
HirivPardon Santez-Anna-Gwened a zalch dre vras e aergelch breizhek. Dar 26 a viz Gouere 1954, e voe gouestlet Breizh da Galon Mari, gant Kardinal Archeskob Roazon hag ar pevar eskob all eus hor bro en-dro dezhań. Da geńver ar blegenn-se e kasas ar Pab Pi XII ur gemennadenn war-eeun dre skingomz, klozet gant ur bedenn e brezhoneg.
E Landreger ivez, da geńver pardon Sant Erwan, e veze hag e vez choazh implijet ar brezhoneg.
E-touesk hor chenvroidi, tud evel René de Chateaubriant, ar vreudeur Lamennais, an Tad Lebret, a veze atav stad enno o tiskleriań e oant Katoliked ha Bretoned. Pa zeuas ar Pab Yann-Baol II da Santez-Anna-Gwened e 1996, e voe merket mat ivez al liv katolik ha breizhek. Lidet e voe an oferenn en ur reiń o flas da sevenadur Breizh ha dar brezhoneg. En e brezegenn en deus Hon Tad Santel ar Pab meneget e brezhoneg, en o yezh orin, ar chomzoł bet lavaret gant Santez Anna da Iwan Nikolazig.
Start kenań eo bet eta e-pad pell amzer al liamm etre an daou fed-se : bezań Breton hag en em ziskleriań katolik.Ur perzh dibar eus hor peurheńvelder e oa al liamm-se _ul liamm hag ez eus anezhań a-nevez amań hag a-hont _, ar brezhoneg o vezań, en un doare, ar chevre e-barzh ar choublad.
II - An troch trumm er bloavezhioł 50Ur fed a-vernUn troch trumm a choarvezas er bloavezioł 50, daoust ma z eus bet eus ar gudenn kerkent ha fin an naontekvet kantved gant kelenn ar galleg en holl skolioł, ha goude-se an difenn da gomz brezhoneg enno, dindan boan da vezań kastizet. Dav eo derchel sońj ivez e teue an troch-se dar mare ma tivroe ar re yaouank a-vil-vern war-du rannvroioł all pe war-du broioł estren: ar brezhoneg, a sońje an dud, _ kement a vezh a oa enno gantań _ne chelle nemet herzel outo da ober o zreuz er gevredigezh. En ur bern familhoł, ne veze ket komzet brezhoneg kén dar vugale, ar pezh en deus degaset cheńchamentoł bras e pastorelezh hon eskoptioł. Ker stank eo bet ar familhoł och ober evel-se ma ne oa ket mui, koulz lavaret, a re yaouank brezhonegerien a-vihanik. Aet eo diwar wel hźred ur yezh a dremene ez naturel a rummad da rummad.
Ur youl bolitikel ?Daoust ha neo ket bet mennet an dra-se a-ratozh-kaer gant ur guchennad dalchidi eus ur Republik unan, dirannadus ha laik, betek en he yezh ? Divizet e oa bet marv ar brezhoneg abaoe pell amzer. Unan eus ar spisań diskleradurioł hag a ziskouez kement-se zo bet distaget dan 19 a viz Gouere 1925, gant Anatole de Monzie a oa, en deiz-se, en e garg a vinistr an Deskadurezh-Stad, och igoriń Ti Breizh en Diskouezadeg Hollvedel. Hag evel ministr eo e tisklerias grońs : « Evit ma vo unvan ar yezh er Frańs, e rank ar brezhoneg mont da get ». En ul linenn e oa dastumet ur gelennadurezh a-bezh : hini ur Stad kreizennet hag unvanus a zisplije dezhi e vefe meur a yezh ha meur a sevenadur en he rannvroioł, ha ne felle dezhi anavout nemet ur yezh evel benveg unvanour.
Politikerien all no deus ket manket da zegas sońj en-dro, diwezhatoch, eus ar forchadenn-se en anv un dogmategezh a ziskouez bezań, da vihanań hiriv an deiz, reut ha diamzeret. Al lod muiań atav eus ar gelennerien, re ar skolioł-Stad koulz ha re ar skolioł katolik, a asantas kemer perzh e jeu ar galloud, hep klask en em sońjal re, war a seblant.
DilerchiołIlizoł hon eskoptioł a rankas en em ober diouzh ar stad nevez-se. Ehanań a reas ar veleien da gatekizań ha da brezeg e brezhoneg, el lechioł zoken ma ne oa ket ret. Ne veze graet gant ar brezhoneg kén, nemet ur wech an amzer, e-barzh un nebeut santualioł dibabet, da geńver pardon ur chapel pe ur birchirinded bennak.
Dar mare-se ivez e oa bet renevezet don an deologiezh hag ar chatekizań ha ganto an doare da lavarout kement a denn dar feiz. Lod eus ar veleien hag a oa brezhonegerien no doa ket ar benvegoł menoziań evit mont da heul an emdroadur-se. Lod anezho koulskoude a stagas gant ar studi hag an enklask. Evit ar veleien yaouank eus ar mare-se, ne oant ket evit komz brezhoneg, pe neuze fallik a-walch, rak ne oant ket bet stummet evit se nag er gźr nag er chloerdi.
Derchel a raemp sońj ivez, e don hon emskiant, mui pe vui, eus diroudoł a oa bet e-pad ar brezel, hag hol lake diaes evit difenn kement a denne da Vreizh.
War ar memes tro eta ez eo bet dilezet ar brezhoneg koulz war dachenn ar relijion ha war hini ar vuhez foran. Perak avat, nouzer ket choazh en un doare resis ha klok, pell achano.
Lod a zalch mat, koulskoudeE-pad ar bloavezhioł poanius-se e kendalchas emsaverien zo, ha ne vezent ket komprenet mat atav, da labourat gant kalon evit sevenadur Breizh (sonerezh, istor, yezh, savadurioł kaer ar vro, sportoł Breizh, hag all). Kevredigezhioł kozh pe nevez savet a vodas an nerzhioł, a roas lańs da raktresoł, a anzaver hiriv pegen reizh e oant. War al lańs-se o deus beleien, seurezed ha laiked kemeret perzh el labour : neus nemet sońjal el lazoł-kanań, er chelchioł keltiek, er bagadoł. Ma z int bet savet alies diwar bolontez un den ez int bet degemeret mat er parrezioł. Ouzhpenn bezań savetaet ur glad prizius-dreist o deus an holl dud-se roet an tu da sevenadur Breizh da zont war-wel e-kreiz ur gevredigezh kemmet, al lodenn vrasań eus an dud o vezań hiviziken o chom e kźr. Bez e oa irvi digor evit an amzer da zont.
III-Un nevezadurUl lammgresk dichortozDihunań a reas sevenadur ha peurheńvelder Breizh war-dro ar bloavezhioł 60, met e-doug ar bloavezhioł 70 eo e teuas an dihun-se da vezań kreńvoch. E korf tri pe bevar dekvloavezhiad en deus sevenadur Breizh adkavet ur startijenn dreist.
Kreńv eo adarre skeudenn voutin Breizh, hag ur sin mat eo : ur bobl hag a zo lorch enni gant he feurheńvelder _ goude bezań bet mezh gantań e-pad daou gantved dan nebeutań _ zo gouest da grouiń, da sellout ouzh an amzer da zont gant menn ha fiziańs, kengred gant holl bobloł ar bed ! An hini en em sant eus Breizh, ne vo ket gwanaet e santimant da vezań eus ar Frańs, eus Europa pe eus ar bed, ar chontrol eo. Breizh, degemerus dar sevenadurioł all, dar yezhoł all, ha neket tamolodet warni he-unan, zo ur vro e cheller bezań eurus enni,ur vro hag a chell pinvidikaat kumuniezh an holl dud dre ar bed a-bezh. Feal dhe cheltelezh _ a-viskoazh eo bet ar Gelted troet da veajiń kalz _, ez eo chomet bepred digor frank war an donvor, e-giz ma tiskouez a-walch ar visionerien, ar vartoloded hag ar genoberourien zo aet da bell, a viliadoł, dre ar bed a-bezh.
E meur a zoare e tiskouez sevenadur Breizh bezań o tiorren da vat.
Abaoe pemp bloaz warn-ugent bennak ez eus bet adaozet ur bern chapelioł gant sikour ar gevredigezh "Breiz Santel".War un dro gant al luskad-se, ganet diwar mennadoł a denn dar glad ha dar relijion, e kresk en-dro dedennadur an dud evit ar pardonioł bihan : dre o gwrizioł e adkavont kalz anezho hent feiz o hendadoł.
Nevesaet eo bet kalz hor sonerezh, a gaver ennań liammet hengoun ha modernelezh. Brasoch bras e teu da vezań niver ar vuzikerien,ar strolladoł amatourien, ar bagadoł, ar sonerien a vicher hag ar sonerien hanter-amzer, an oberourien benvegoł, ar sonaozourien, an embannerien pladennoł. Klevet e vez war ar mediaoł sonerezh ha yezh ar vro.
O virvilhań ema holl stummoł hor chan hengounel: gwerzioł, kan-ha-diskan, kantikoł hag all
A-zegadoł eo e vez kontet, e Breizh, ar ganerien, al lazoł-kanań, al lazoł-seniń.
Bez hon eus hor festivalioł, bras ha bihan, breizhek pe geltiek an aergelch anezho. War an dachenn embann ha skignań lennegezh Breizh e vez graet ul labour a bouez bras, hag ivez war dachenn an abadennoł skingomz ha skinwel (ganet eo TV Breizh).
Ur yezh hag a fell dezhi bevańRet eo ober meneg eus ar yezh en un doare ispisial, rak ar yezh eo diazez ur sevenadur. Daoust ha neus ket eus al lavar-stur : « Hep brezhoneg, Breizh ebet »? E galleg eo moarvat hon eus bremań al lod muiań eus hon darempredoł. Koulskoude ez eus ouzhpenn 300 000 a Vretoned hag a chell ivez ober gant o yezh dezho. Ar brezhoneg a zalch penn, stad an traoł evitań o vezań, avat, disheńvel a-grenn e-keńver e istor. Hiviziken e vez dibabet a-youl-gaer, muioch-mui, ober gant ar brezhoneg. Komzet e vez e brezhoneg abalamour ma vez dibabet hen ober ; un dibab a ziskouez ur volontez sklaer, a-wechoł hini un emsaver, hag a zo da vezań dalchet kont anezhań.
E 1951, gant al lezenn Deixonne, ez eo bet aotreet evit ar wech kentań kelenn ar brezhoneg evel yezh diret. Memes ma ranker anzav e vez komzet nebeutoch eget hanter-kant vloaz zo, « ar brezhoneg a vez studiet muioch mui er skolioł, degemeret evel yezh, enoret zoken, e-giz ma santfe an dud e peseurt dańjer ema, e kement ha ma z eo ur merk milvedel eus Breizh », a lenner e «Geriadur Glad Breiz », nevez deuet er maez.
Bugale zo a zesk brezhoneg bremań er skolioł Diwan pe en heuliadoł divyezhek publik ha prevez (2500 er Mor-Bihan). Tud yaouank a dremen an aotreegezh, ar vestroniezh, ar chCAPES, an doktorelezh e brezhoneg. Tud deuet (ur mil bennak en hon departamant) a heuilh kentelioł noz, skoazellet alies gant ar chuzulioł-kźr. An divyezhegezh adalek an oad tenerań zo, a lavarer, ur stummadur mat a-benn studial yezhoł estren, un dra ret en amzer a-vremań, evel meo bet laket war-wel gant an UNESCO en unan eus he mennadoł. Warchoazh, moarvat, e vo gouest pep hini da gomz meur a yezh...
Met neo ket hepken dre ma chell « servijout » ez eo talvoudus an divyezhegezh. An tu a ro den em « lavarout » e doareoł nevez war dachennoł a bep seurt. Daoust ha ne vez ket bodet, evit sevel ul laz-seniń, meur a venveg disheńvel, pep hini anezho o tegas e sonliv, e dregern dan oberenn en he fezh, pa vez roet da glevout ? Mestroniań meur a yezh a ro an tu da zisplegań e doareoł liesseurt danvez donań an denelezh, prederioł mab-den, e gorfadoł aon evel just, met ivez ar pezh a esper, ar pezh ema o chortoz, ar pezh a ra e levenez.
Ur binvidigezh eo da ziwall, pa weler ema e dańjer da vont da get al lod muiań eus ar yezhoł komzet war an douar a-bezh. Hiriv an deiz 4% eus ar yezhoł zo anezho zo komzet gant 96% eus poblańs ar bed ; 90% eus ar yezhoł komzet _ etre 5.000 ha 7.000 anezho_ zo e riskl da vont da get achan da gant vloaz, hervez diaweladurioł an UNESCO. Pa ya ur yezh da get e ya un tamm denelezh da goll.
Bez ez eo ur binvidigezh da ziwall pa weler emań e dańjer da vont da get al lod muiań eus ar yezhoł komzet war an douar a-bezh. Hiriv an deiz, 4 dre gant eus ar yezhoł (a zo anezho) a zo komzet gant 96 dre gant eus poblańs ar bed; 90 dre gant eus ar yezhoł komzet,etre 5000 ha 7000 anezho, zo e riskl da vont da get achan da gant vloaz, hervez ar pezh zo bet diawelet gant an UNESCO. Pa ya ur yezh da get e ya un tamm denelezh da goll.
Ul lorch nevezDiwar ar skwerioł-se ha diwar re all a vefe gellet menegiń, e cheller lavarout ez eo kreńv ar santimant o deus ar Vretoned eus o feurheńvelder, ez eo tomm o chalon ouzh sevenadur o bro ha dreist-holl ouzh yezh hon tadoł, hag o deus dalchet, dre ur seurt menn istorek, dar pezh ez int. Labouret eo «ene Breizh» gant ul lusk don a ro dezhań en-dro al lorch en doa kollet un tamm, hag hen gwriziennań a ra en e istor pinvidik.
Ar wrizioł-se, e-giz ma skrive ar brederourez Simone Weil « eo marteze an ezhomm pennań hag ar muiań dizanavezet eus ene mab-den... Pep den en deus ezhomm da gaout a bep seurt gwrizioł. Ezhomm en deus da resev, en o fezh pe dost, e vuhez voral, e vuhez-menoziań, e vuhez speredel, dre hanterouriezh an endroioł ez eo, dre natur, lodenn anezho ». (« Ar gwriziennadur », 1949).
IV - An Iliz galv-atizetKendiviz nevez gant ar sevenaduriołAbaoe un daou-ugent vloaz bennak e vez merzet, eta, ema sevenadur Breizh evel o virviń. Ne chell ket an Iliz chom digas pe diseblant, goude bezań chomet dilavar e-pad ur pennad amzer, ar pezh a chell bezań desevet meur a hini. Diouzhtu goude ar brezel ez eo bet an Iliz prederiet gant kudennoł ekonomikel, sokial ha politikel _ a oa mall o diskoulmań dar mare-se _, ken prederiet avat mhe deus, muioch pe nebeutoch, ankounachaet ar sevenadur.Goude-se eo deuet ar Sened Meur Vatikan II hag en deus digoret dremmwelioł nevez dar mare ma kemere ar pobloł o frankiz.
Gant an dekred « Ad Gentes » diwar-benn misionerezh an Iliz, ez eo pedet houmań da ober stad eus glad, yezhoł, buhezegezhioł ar pobloł e ya war du enno (nn26). « Diskibien ar Christ a rank anaout an dud emaint o vevań en o zouesk, boulchań kaoz ganto », a cheller lenn choazh en hevelep dekred (n° 11).
War ar memes tu e ya ar Sened en e sol-gelenn bastorel « Gaudium et Spes » diwar-benn an Iliz er bed a-vremań, pa lavar : « Kement stumm a wallziforch, pe sokial pe sevenadurel, a-zivout gwirioł diazez mab-den...a rank bezań dilezet ha dilamet, rak kontrol eo da ratozh Doue »(n° 29).
Plas zo, a dra sur, dindan heol an Aotrou Doue,evit ar brezhoneg, en ur sellout ouzh an amzer da zont gant ur spered feal ha digor ; hon hendadoł o deus kanet ha pedet e brezhoneg. Bez e chellomp kavout ez eo reizh evidomp ober kemend-all.Gant an dro-spered-se e chell ar feiz hag ar yezh tremen war-un dro eus an eil rummad degile.Un dra vat e vefe e taolfe an Iliz evezh en-dro ouzh kement-se.
Rentań justis dar minorelezhioł sevenadurelMeur a wech abaoe memań e penn an Iliz en deus ar Pab Yann-Baol II komzet diwar-benn kudenn ar sevenadurioł ar minorelezhel. Dan deiz kentań a viz Genver 1989, en e gemennadenn da geńver Dewezh ar Peoch evit ar Bed a-bezh, e komz eus ur « gwir da ziwall », hini « ar minorelezhioł da virout ha da ziorren o sevenadur. Neo ket un dra ral gwelout minorelezhioł ema o sevenadur war var da vont da get ». Lezennadurezh ar Frańs a-vremań zo enni, war an dachenn-se, toulloł gwenn da stankań. Ar bolitikourien a chellfe gwellaat stad an traoł e framm ar rannvroeladur emeur krog gantań, evit mirout nen em santfe «emzivadet » tud zo eus ar minorelezhioł zo o chom war douar ar Chwechkogn.
E-barzh ar memes kemennadenn e ouzhpenne choazh ar Pab : « An emskiantadur eus stad ar minorelezhioł a ya war gresk hiriv, en holl liveoł, zo anezhań, en amzer-mań, ur sin a esperańs start evit ar rummadoł nevez hag evit hiraezhioł ar minorelezhioł-se. An doujańs en o cheńver a rank, evit gwir, bezań sellet, koulz lavarout, evel ar maen-touch eus un doare reizh da vevań asambles hag e-giz ar merk ema en o barr, war an dachenn sivil, ur vro hag he ensavadurioł. Sin ul lamm war-raok war ar memes tachenn eo, pa vez gwarantet, en ur gevredigezh demokratel e gwirionez, gwir ar minorelezhioł da gemer perzh er vuhez publik, hag ober a ra enor dar Stadoł lech ma vez graet kement-se evit an holl, en un endro a wir frankiz ».
En e ziskleriadur da Ilizoł Oseania evit klozań o sened e tegase sońj Yann-Baol II, e 2001, eus unan eus kredennoł start Paol VI: ar feiz katolik, « pell diouzh mougań kement zo mat ha dibar e pep sevenadur, a zegemer er chontrol, a zouj hag a dalvoudeka ijin pep pobl hag a wisk a gened liesdoare sae nemeti _ gwri ebet enni _ Iliz Jezuz-Krist ». Daoust ha ne vefe ket aze ur remed dan troch a chellfe bezań etre Aviel ha sevenadur, ma rae anezhań Paol VI « gwall-reuz hon amzer », en e gemennadur « Evangelii Nuntiandi » diwar-benn an avielań er bed a-vremań, e 1975 ?
Ar gristenien, hag a nach mont re bell ganti hag ober mod pe vod gant ar feulster, a zegas o skodenn-int dur sevenadur a hollvedelezh hag e ziwall a reont den em serrań warnań e-unan. « Aviel Jezuz-Krist, a skrive Yann-Baol II da Ilizoł Oseania, a gomz kement yezh zo. Prizań ha kendastum a ra an holl sevenadurioł. O harpań a ra holl e kement a denn da vuhez mab-den ha, ma vez ret, o glanaat eus o chochien ».A-neuze ez eo « hollvedelezh an Iliz evel un dasson eus liderezhioł ar bed, e kement yezh zo, pe evel ul laz-kanań un-dudi-e-glevout o kanań meuleudi da Zoue, eus an holl vroioł hag eus an holl amzerioł
Hollvedel eo an Iliz kement ha ma oar kinnig Keloł Mat an Aviel en ur zerchel kont eus doareoł bevań an dud », a skrive choazh Yann-Baol II e 1985, en e lizher-meur « Slavorum Apostoli » gouestlet da ebestel ar Slaved, Sant Kirill ha Sant Metod.
Hag evit echuiń, en ur venegiń, nevez zo, en e gemennadenn abostolel « Ecclesia in Europa », kreskadur an Unvaniezh europat, e hete ar Pab gwelout « an astenn-se och en em ober gant doujańs evit an holl, en ur dalvoudekaat ar perzhioł dibar koulz istorel ha sevenadurel, ouzhpenn lakat da dalvezout en un doare kreńvaet an unaniezh hag an dileuriadekadur. »
V - En hon eskoptiEvel mhon eus lavaret amań a-us, tud ar Mor-bihan zo a-benn bremań intret don gant ar sevenadur gall ha digor da sevenadurioł all. Ur fed eo nheller ket nachań. Met daoust ha ret eo abalamour da se dilesel a-grenn kement a zeu eus hon amzer tremenet, a ro da anaout en un doare dreist ene ha feiz ur vro a-bezh hag a gav enni dassonioł don ? A bouez eo en amdroadur liessevenadurel a-vremań kinnig un emglev kempouezh etre sevenadur Bro-Chall hag hini Breizh en deskadurezh, er skolioł, en doareoł kehentiń, el liderezh, er sonerezh sakr,
An Iliz zo e Gwened ne chell nemet hetiń e vefe miret ha pinvidikaet sevenadur Breizh. Kalz eus he mibien hag eus he merched a gemer perzh dija e labour ar strolladoł hag emsavioł a ro dezhań startijenn. O vroudań a ran da genderchel.
« Deomp war-raok »Pediń a ran holl servijoł Iliz Gwened da zerchel kont eus ar chudennoł-se _ zo nevez evit meur a hini achanomp _, da brederiań warno a-zevri ha da glask penaos o diskoulmań da vat. Meur a dra a chell bezań graet pa vez pep hini prest da zigemerout egile ha da gendivizout gantań.
Dreist-holl, beleien ha diakoned ar parrezioł, ar chuzulioł pastorel, al lazoł liderezh, al lazoł-kanań, a vo war evezh evit reiń dar brezhoneg ha da sevenadur Breizh ar plas zo da vezań roet dezho el lidoł : ofisoł ar sul, badeziantoł, obidoł, euredoł ar re hen goulenn. Un divyezhegezh gwirion a rankfe gallout mont war-raok. Ret e vo evit se labourat war dachenn al liderezh hag ar sonerezh (krouiń testennoł ha kanoł nevez) ; a-nebeudoł eo eta e teuio da wir an divyezhegezh. Kreizenn Sonerezh Sakr Santez-Anna-Gwened a gemer perzh el labour-se, goude re all.
Goulenn a ran ivez gant ar Skolioł Katolik ober muioch choazh a strivoł, kenderchel da zivizout an diarbennoł talvoudus evit ma chellfe deskiń brezhoneg hag anavezout sevenadur o bro an holl vugale ha re yaouank eus ar skolioł, skolajoł ha liseoł, o defe choant hen ober. Implijet e vo evit-se kement zo aotreet ha kinniget gant ar reolennoł, ha graet e vo kinnigoł all ma vez ezhomm. Roet e vo harp dan tadoł ha mammoł ha dar chevredigezhioł a labour gant ar pal-se. Evit ar pezh a sell ouzh an divyezhegezh e vez sevenet aketus, e broioł zo, kement a cheller ober ganti hag ur vad eo evit ar broioł-se. Perak ne rafemp ket ni kement all ivez ?
War dachenn an doareoł kehentiń e vo graet evit ar gwellań, kement ha ma vo gallet, evit skignań programmoł zo e brezhoneg (radio Santez Anna, lechiennoł Internet an eskopti pe e darempred gantań
). Perak ne vefe ket kavet ingal, e kannadołigoł parrez ar vro vrezhonek, ur
pennad e brezhoneg, diwar skwer ar pezh a vez graet bremań dija e parrez-mań-parrez ?
Ur chinnig dibarE-leizh a Vretoned, amań pe e lech all, zo o klask o gwrizioł. Ha ped ha ped, e-touesk ar re a zeu dhor gweladenniń, a chom souezhet gant hor sevenadur dibar, dedennet gant e wirionded. Niverus eo ivez an holl re a labour evit mirout ha kreskiń glad kristen hor bro : ar brezhoneg, koulz el liderezh hag el lennegezh, ar chatekizań e brezhoneg, studi hengounioł kristen ar Gelted, troidigezhioł eus ar Bibl hag eus teulioł pennań an Iliz, sonerezh ha kanennoł, kizellerezh,... Merzet e vez ul lusk nevez.
Evito holl e vefe un dra vat, a gav din, e vefe ul lech a eńvor, ur «chounva » arouezius meurbet, a zougfe kellidadurioł nevez. Perak ne vefe ket e Santez-Anna-Gwened, zo anavezet gant an holl, hag a zegemer tud deuet eus Breizh a-bezh hag eus pelloch ? E santual Santez-Anna e vez kemeret preder dija gant an doare da lavarout ha da gas war-raok ar feiz war un dro gant sevenadur Breizh, e diavaez hag ouzhpenn pardon Santez-Anna. Ret e vo ober muioch choazh ha displegań ledan ar gefridi roet da guzul pastorel ar santual e 1997, da heul donedigezh Hon Tad Santel ar Pab, ha resisaet e 2001.
Ar Bodad-labour evit ur Bastorelezh e Brezhoneg a gendalch da labourat war dachenn al liderezh, ar chatekizań. Prest eo e izili da reiń dorn deoch en ho kefridi.
Ema Iliz hon eskopti a-zevri gant he labour. He atizań a ran da vont war-raok.
Evit klozań e fell din menegiń gwerzennoł diwezhań ar barzhoneg «Fiat», bet savet gant Yann-Ber Kalloch e 1912 :
« O Fé men gourdadeu, gouleuen beniget,
Stéren hag em heulia ne vern émen éh an,
Pé guir hou pčs, beta hirił, me am brouget,
Lugernet ar me zal bet en eur dełéhan ! »
Fiziout a ran hon enklaskadenn hag hor prederiadenn e pedenn ar Werchez Vari, Santez Anna ha Sant Erwan.
Gwened, dan 10 a viz Gwengolo 2003
+ Fańch-Matilin GOURVES
Eskob Gwened
Trugarekaat a ran « Bodad-labour (ledanaet) an Eskopti evit ur Bastorelezh e Brezhoneg » da vezań kenlabouret ganin.